Bali Breizh e Bro ar roue Morvan Bali Breizh dans le pays du roi Morvan 2, 4
Eil abadenn Bali Breizh e Bro ar roue Morvan, a bep tu dan Ele, etre Kerne (Langoned) ha Pourlet (Laoulan, Pontkalleg). Goulwena a gej gant YannVadezour ar Rouz. Tri bugel en deus : 10 vloaz, 8 vloaz ha 6 vloaz int. Pevar bloaz zo e ra skol dezho er gêr. E 2021 e oa bet cheñchet ar reolennoù evit ober skol er gêr. Ul lechienn internet en deus YannVadezour ivez : Er Stal Vras e kej Thelo gant Jonathan Dour. Epad pemzek vloaz e oa bet o chom e Langoned setu ma anavez mat ar Stal Vrasse. Soner violon anavezet eo evit seniñ er strollad Eben, Seim pe gant Denez. Roet en deus lañs da Bugale Kreiz Breizh , ur sonadeg gant 300 bugel eus 11 pe 12 skol eus kreiz ar vro, ambrouget gant muzisianed a vicher. Dan 2 a viz Gouere e vint war leurenn Gouel Broadel ar Brezhoneg. White oak standing zo ur strollad savet e 2020 diwar intrudu Jonathan Dour, gant ar chanerezed Stefanie Theolbald ha Mara Devaux, ha barzhonegoù BlueInk Ditty. Ur sonere
|
|