Bali Breizh e bro Rouzig, dans le pays Rouzig 3, 4
Trede abadenn Bali Breizh er Chastellin. En hech ostaleri Dadivazi eo eo degemeret Goulwena gant Uriell Etienne. Mil micher he deus graet Uriell araok delcher ostaleri : komedianez, kenedourez, labourat en ur glinikenn, un ti evit ar re gozh, skol Diwan Kastellin, koñversioù, ambulañsoù E penn an Dadivazi emañ abaoe 2017 : ouzhpenn kinnig boued eus ar vro e vez a bep seurt abadennoù eno. Komz a ra deomp eus he zad Guy Etienne hag a oa neropsikiatrour en ur greizenn epilepsiezh e Kastellin. Bet e oa ivez krouer an embannadurioù Preder ha skrivet en deus meur a cheriadur. Ober peñse en dour dous Biskoazh kement all a gav deoc h Koulskoude e oa bet ur pezh hini war ar stêr Aon e Pleiben e 1693. Kelaouadenn. E Skluz ar Stêr Aon e Kastellin ech en em gav Thelo gant Lena Kerhoas. Reiñ a ra kentelioù dañsal e kelch Alchouederien Kastellin. Diskouez a ra deomp dilhad kozh ha brav ar merched er vro. Kelenner
|
|