Bali Breizh e Goueled Leon, Bas Léon 2, 4
Eil abadenn Bali Breizh e arvor Goueled Leon, etre an Aber Ildud hag an Aber Benniged. War ar wenojenn GR34 kostez Bel Air e Brelez e pourmen Goulwena gant Gi Colin. Bet eo labourerdouar met gwerzhet en deus e atant da daou beizant yaouank un nebeut bloavezhioù zo. Maer Brelez eo abaoe 2001 hag eilprezidant Kumuniezh kumunioù Bro Hirwazh e karg eus al lastez, an energiezh, an endro eo ivez. Kontañ ra da Goulwena meur a dra lakaet e plas en e gumun : espern energiezh, tommañ gant geotermiezh, reiñ plas dar beloioù, sevel un ekokarter, sevel ul lech dan dud den em gaout asambles, ul liorzh boutin Beg Lokmazhe zo unan eus al lec hioù bravañ ha brudetañ zo e Leon. Ur bern tud a zeu da welet rivinoù an abati kozh. Bremañ e c hellint gwelet anezhañ adsavet e 3D adrugarez d un arload. Kelaouadenn. E maner Kerveatouz e Plouarzhel eo bet pedet Thelo gant Alphonse Raguénès. Labourerdouar, konter, kaner h
|
|