Bali Breizh e Bro Montroulez, Bali Breizh dans le pays de Morlaix 1, 4
Endro da Vontroulez e pourmeno Bali Breizh er peder abadenn da zont. En abadennmañ, Goulwena a gej gant Alan Cabon. Bevet ha labouret en deus e meur a vro met eus sinema eo e komzo, er Salamandre, lech ma vez o sikour a volontez vat awechoù. Da geñver ur memor Master en deus studiet tri film gant JeanLouis Le Tacon bet graet er bloavezhioù 1970, Cochon qui sen dédit unan anezho hag a ziskouez buhez ur savermoch dar poentse. Er preti Friko e Gwimaeg ech en em gav Thelo gant Kaou an Davay. Hemañ zo kaner, o chom e Gwimaeg, e Treger, ha Tregeriad aviskoazh. E meur a strollad e kan : WarSav er festoùnoz, Egin e sonadegoù folkblues En dromañ eo e Baleer Bro, gant JeanLuc Thomas hag e fleüt, ha Gabriel Faure hag e violoñs. Daou don a ginnigont deomp. Jeanne Roué zo ganet e Leon. He zud oa deuet da chom da Lanneur e Treger e 1947. Evelti ez eus bet meur a zek mil a Leoniz o kuit o kuitaat o eskopti da vont da zel
|
|