Bali Breizh e Bro Montroulez, Bali Breizh dans le pays de Morlaix 4, 4
Pevare ha diwezhañ abadenn Bali Breizh e Montroulez. Er Virgulenn, un ti sevenadurel e kej Goulwena gant Klariz Bailleul. Anv zo ganti eus he levr barzhonegoù La pluie que tu as oubliée dans ma chambre . Un ezhomm eo dezhi skrivañ barzhonegoù. En em ziskouez a ra ivez war boltriji : un trech war an digenvez. Un dezenn doktorelezh he deus skrivet war skridoù al livourien e Breizh etre 1870 ha 1939 : daou levr a embanno prestig war ar materimañ. An anvioù lec hioù brezhonek zo ul lodenn eus glad hag idantelezh Breizh. YannFulup Tallec en deus c hoant da viret ha da zifenn re Bae Montroulez muiañ ma c hell. Kelaouadenn. E liorzhoù Domani an teir churunenn, war an uhel e Montroulez, ech en em gav Thelo gant JeanPhilippe Davodeau. Komedian eo ha nevez desket en deus brezhoneg. E dudkozh oa eus Enez Kalod, emaez da Garanteg, setu meo bet eno alies pa oa bugel. War an enezenn en deus filmet Cet étél, 224
|
|