Bali Breizh e Pariz, Bali Breizh à Paris 2, 4
Eil abadenn Bali Breizh e Pariz. Goulwena a gej gant Gwendal Herve, arkitektour. Gant e wreg Monique Bastos o deus savet un ajañs arkitektouriezh. E Pariz emañ o burev met e Breizh e labouront ivez, war batisoù publik dreistholl. Gwendal a ziskouez da Choulwena penaos e cheller degas un identelezh dur savadur, anv zo ivez eus penaos lakaat ur priz dur studiadenn pa gresk priz an danvezioù evit sevel batisoù ha pa z eus reolennoù nevez da zoujañ dezho ouzhpenn. Komz a ra dezhi ivez eus e garter hag a blij dezhañ kenañ. Ewen Langoët a oa boaz da dresañ peogwir e oa designer. Ouzhpenn tresañ a ra bremañ, sevel a ra pezhioù arrebeuri dibar. Simple dEsprit anv ar stal en deus savet asambles gant Christophe Lafarge e Longvilliers. Kelaouadenn. En ostaleri Lizard Lounge e kej Thelo gant Erwan Quintin. Hemañ zo e dad eus Breizh hag e vamm eus Galisia. Goude bezañ desket galisaneg pa oa krennard en deus graet
|
|